Ar penn er STERED hag an treid gwriziennet ba’r vro

Article STEREDStaliet e Roazhon e oa bet savet Stered 7 vloaz zo gant Ronan de Dieuleveult, keveler gant ar Redadeg evit ar wech kentañ. Pennad kaoz gantañ

Penaos eo deuet ar soñj da grouiñ Stered ?
Abaoe pell e oan o klask un T.Shirt spered Breizh anezhañ hag a c’hellfen e wiskañ bemdez. Setu e oa deuet ar mennozh da sevel ur merk digemplezhet a c’hoarife gant kodoù a-vremañ ha gant ar brezhoneg diskouezet mat. Evit poent e labouran ma-unan met pevar den all a labour ganin a-bennadoù : daou c’hrafour hag a sav ar skorioù-gwelet, un diorroer web hag un den a ra ur sell war ar produiñ.

Pelec’h e vez fardet dilhad Stered ? Ha pelec’h e kaver anezho ?
N’eus atalier ebet e Bro C’hall hag a c’hellfe fardañ an danvez, kemenañ ha gwriat, e memes korn-bro. E Portugal em eus kavet an atalieroù a c’hell produiñ pep tennad, n’eus nemet ar moullañ hag ar brodañ a vez graet e bro Roazhon. E Europa int fardet, a-bouez bras eo evidon. Kavet e vez hon dilhad e 40 stal liesmerk e Breizh mui unan all e Pariz. War Internet e werzomp an div drederenn e-maez eus Breizh ha gwerzhañ a reomp muioc’h-mui en Europa ha pelloc’h er Bed zoken !

Perak ez peus roet un anv e brezhoneg ?
Tost eo ma c’halon ouzh ar brezhoneg daoust ma ne gomzan ket evit poent. Un dra anat e oa evidon liammañ
ar yezh gant ar merk ha lakaat anezhi war wel dre ar c’hehentiñ, an tikedennoù hag al luganoù. Setu perak hor boa bet priz ar Brezhoneg e 2009 hag e oa bet sinet karta “ya d’ar brezhoneg” e 2010 ganeomp.

Divyezhek galleg-brezhoneg eo tikedennoù da zilhad. Graet eo evit gwerzhañ gwelloc’h ?
Laouen-tre on o plantañ brezhoneg er stalioù ma ne gaver ket anezhi mod-all. Met n’eo ket un arguzenn
evit gwerzhañ gwelloc’h. Ma teufed a-benn da werzhañ kalz a-drugarez d’ar brezhoneg e vefe implijet kalz muioc’h gant an embregerezhioù ! Ma implijomp ar brezhoneg eo dre ma blij ar yezh deomp, n’eo ket ur strategiezh marketing. Ret eo bezañ onest: ur merk gant spered Breizh dezhañ hag un anv e brezhoneg n’eo ket trawalc’h evit gwerzhañ. Gennad an dilhad a zo diaes-kenañ. Kalz merkoù ‘zo hiziv ha start-tre eo ar c’hevezerezh. Tost dibosupl eo d’ur merk dizalc’h diorren hag enframmañ ur rouedad dasparzh hep lakaat milionoù a euroioù evit ar c’hehentiñ, ar giziaouegoù ha digeriñ stalioù. Kement a verkoù nevez a ya diwar wel goude daou vloavezh ma c’heller lavar he deus graet un taol-kaer Stered en ur badout abaoe seizh vloaz, ha ma n’eo ket a-drugarez d’ar brezhoneg eo bet graet gant ar brezhoneg d’an nebeutañ.

Kavout a reer dilhad ar Redadeg war lec’hienn Stered :
https://www.stered.eu/bz/21-redadeg

Articles similaires :